Trugarekaat a reomp Anthony Berrou, Georges Provost ha Claude Chapalain o deus asantet treuzkas deomp notennoù ar brezegenn bet dalc’het ganto d’an 18 a viz Gwengolo 2016.


 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Gwechall e oa an Dre-Nevez ur rann eus parrez Kommanna.
E 1664 e c’houlennas annezidi karter Keravel hag a-dro-war-dro, aotre da sevel un iliz-trev. Gant skoazell François du Poulpry, aotrou Keravel, en doa roet un dachenn e Park-ar-Groaz, e-kichen kroaz Kerbunsou, hag ar mein eus maner kozh Keravel, e voe savet an iliz-se.
Gant abeg, neuze, e c’heller soñjal n’eo ket dre zigouezh e sko nor-dal dindan kloc’hdi an iliz, er gwalarn, war-zu maner kozh Keravel.

 
D’ar 14 a viz Gwengolo 1669 e voe lakaet an iliz e renk iliz-trev parrez Kommanna. Savet e oa bet ar chapel « en enor da Jezuz ha d’e familh santel », ar pezh a zegasas an anv "Saint-Sauveur" e galleg. E brezhoneg e vez graet « an Dre-Nevez » anezhi kentoc’h. Savet e voe da barrez goude ar C’honkordad.
E miz Gwengolo e vez lidet pardon an Dre-Nevez, d’ar Sul tostañ da ouel ar Groaz Glorius, ar pezh a zispleg ez eus ur groaz a-us d’an nor e lost an iliz.
Porched ar gwalarn zo eus 1679. Al lodenn izelañ eus ar c’hloc’hdi zo eus 1678 hag ar garidoù uhelañ eus 1702.
Ar c’hinkladur diabarzh zo ordinal e stil ha heñvel ouzh ar pezh a veze graet er mareoù-se : koadajoù, sternioù-aoter, delwennoù, kadorioù-brezeg. E-pad tri c’hant vloaz e voe dalc’het el lec’h-se an holl darvoudoù a-strollad pe lidoù tiegezhel, ha se, betek ar 1 a viz Mae 1992 pa voe distrujet penn-da-benn diabarzh an iliz gant un tan-gwall.