Daoust d’ar reneveziñ bet graet er dekvloaziadoù diwezhañ, n’eo ket gwall anavezet kloz-parrez Sant-Divi. Koulskoude ez eo an hini tostañ da Vrest hag unan eus ar re binvidikañ.

Er bloavezhioù 1500-1676, hep mar ebet, emaomp c’hoazh e mare bras savidigezh ar c’hlozioù-iliz dre ma kreske muioc’h-mui pinvidigezh ar vro gant kenwerzh al lien.
 
Teir c’hroaz a verk digor ar c’hloz-iliz, evel e Penn-ar-C’hrann. Freuzet eo bet ar garnel e penn kentañ an XX vet kantved hag ar « porched su » ordinal a zo e tu an hanternoz.

 
En diabarzh e kaver pinvidigezhioù ne c’heller ket mont e-bioù dezho.
- Ar sternioù-aoter a zo e-touez ar sternioù-aoter kaer-meurbet eus ar XVII vet kantved.
- Livadurioù al lambruskoù. El levr : la peinture religieuse en Bretagne aux XVIIe et XVIIIe siècle, savet gant Maud Hamoury ez eus ur studiadenn diwar-benn lambruskoù iliz sant-Divi o taolenniñ c’hwec’h arvest eus e vuhez.

  • Al livadurioù zo eus 1676 ha renevezet int bet e 1998.
  • Ar werenn-vestr, eus 1531, a gont e-touez ar re goshañ eus traonienn an Elorn.

En-dro d’an iliz

Ar blasenn-iliz
Ur c’hantved zo, hervez A. de Lorme, e oa gwezek-kaer ar blasenn-iliz. Peadra da gaout eno koad a-walc’h evit adober koadaj an iliz diouzh ret. Un nebeud dervennoù kantvedek meur a wech a gaver c’hoazh en ur ober tro d’ar blasenn ha gwez all nevez plantet, ar pezh a ro d’al lec’h e neuz a-wechall.

Ar feunteun
Ar feunteun, dediet da sant Divi, a zo bet dilec’hiet en traoñ d’an iliz en dibenn eus ar XX vet kantved. Gwechall edo war-dro hanter-kant metr en norzh d’an iliz.
Hervez kredennoù ar bobl e c’helle he dour pareañ ar vugale hag e meur a lec’h e Breizh e veze brudet sant Divi evit pareañ ar re glañv. E Breizh, evel e lec’h all emichañs, setu aze kredennoù en em skigne a-raok ma voe « kristenekaet » ar vro gant ar c’hentañ avielourien.

 
 


Ar mein-sav galian
Merkoù all ez eus eus un azeulerezh kozh. Er vered e kaver pevar maen-sav galian eus eil oadvezh an houarn, da lavaret eo, er mare etre ar VIvet hag an IIIvet kantved kent Jezus Krist. Daoust ma chom kevrinus a-walc’h o roll kentañ e soñj d’an arkeologourien e veze liammet ar mein-sav-se ouzh lidoù-kañv. Adimplijet eo bet unan anezho da sichenn ar groaz hag unan all da gibell.

 
 

Aet eo ar garnel da get
E 1904, J.M. Abgrall a skrive : "Er vered ez eus ur garnel vihan, enni daou gombod ha warni ur groaz gant un deiziad e goteg : devezh kentañ miz Mezheven, Bloaz VcVI [1506]".
Bezañs ar garnel-se a oa bet meneget gant A. de Lorme ivez, e 1910. Aet e oa hemañ da get e deroù an XXvet kantved pa oa bet adaozet ar vered moarvat.

 

Ar c’halvarioù

Kalvar an degemer a ziskouez seul vui a veurded m’eo dilorc’h ha diginkl a-walc’h digor ar c’hloz-iliz.

Ar bloaz 1562 zo skrivet warnañ. Hervez Emmanuelle Le Seac’h Sculpteurs sur pierre en Basse-Bretagne e oa bet graet gant Herri Prijent. Hemañ hag e vreur Bastian a oa oberiant o stal-labour e Landerne etre 1527 ha 1577.

Teir c’hroaz a ya d’ober ar c’halvar a zo bet savet war pileroù e digor ar reter. Dre ma oa bet dilec’hiet e-pad an XX vet kantved a-benn ledanaat an hent diouzh tu ar c’hornôg, e weler anezhañ, war gartennoù-post a-wechall, skeudennet en tu all d’ar vered, e tu ar gwalarn. Abalamour da se eo troet ar C’hrist e tu ar reter, kontrol-bev d’ar c’hiz relijiel.
Fust ront kroaz ar C’hrist, e greunvaen, a zo warnañ skodoù, arouezel eus ar vosenn ha kleñvedoù-red a rae o reuz er vro e-pad ar c’hantvedoù tremenet.

A-zindan ar C’hrist emañ delwenn sant Divi, gwisket en eskob, o reiñ degemer d’ar fideled.
War ar sichenn emañ Mari-Madalen, daoulinet ha leun a c’hlac’har hag a zaeloù, a dro he sell etrezek ar C’hrist, he blev diskoulmet, ur mouchouer war he c’hein, ha ganti en he c’hichen ar podig a louzoù c’hwez-vad.
Eus tu ar vered, war groazenn ar fust ez eus ur skoed warnañ ardamezioù ar Roc’haned. Morzholet eo bet unan eus an nav zalbennan moarvat e-pad an Dispac’h bras.
A-zioc’h ez eus ur Werc’hez-a-Druez (Pieta) hag uheloc’h, war an tu-gin d’ar C’hrist ouzh ar groaz, ez eus ur C’hrist ereet (Ecce Homo).
Al laeron zo taolennet en ur stumm boaz a-walc’h : al laer mat a sell ouzh ar C’hrist endra ma tistro al laer fall e sell dioutañ.

 

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 

An eil kalvar eus ar XVIIvet kantved, e-kreiz ar vered, a zeu eus Kerdalaes, war vevenn Sant-Divi ha Gwipavaz.
A-zindan treid ar C’hrist ez eus ur penn marv hag a ro da intent deomp emañ ar C’hrist e-lec’h m’eo bet kroazstaget, anvet Golgota en hebraeg, da lavaret eo, « lec’h ar c’hlopenn ». War ar bann-kroaz o tougen delwennoù ar Werc’hez ha sant Yann e c’heller lenn « MATER ECCE FILIVS TVVS », [Mamm, setu da vab] hag en adreñv dezhañ : « FRANCOIS TONCQUES. War ar sichenn emañ skrivet ar bloavezh « 1652 ».

Abalamour da c’hrignerezh ha d’al lichen a grign ar maen e oa bet deuet diaes da lenn an tresoù war ar skoed. Ur skoed-ardamez emglev rannet eo, hervez al lec’hienn « Les généalogistes du Finistère » a zo deuet a-benn da zisifrañ anezho.

  • A-zehou : Ardamezioù Yves de la Marche, aotrou a k/Gerfors : En gul, e gab en arc’hant.
  • A-gleiz : Ardamezioù e bried Marie de Kersaintgilly : E sabel, e c’hwec’h melionenn en arc’hant 3.2.1.

 

Er XVI vet kantved, un niver bras a zouaroù a zo perc’hennet gant ar familh Kersaintgilly. Dre zimeziñ da Varie de Kersaintgilly, er bloaz 1600, e oa deuet Yves de la Marche da vezañ an aotrou Kerdalaes. (1)
N’ouzer ket peur en doa François Toncques (2) perc’hennet douaroù Kerdalaes. A-raok 1650 ma kreder daou akt badeziant eus 1649 – e Landerne ha Gwipavaz – o venegiñ François Doncques, aotrou Kerdalaes evel paeron.

Gallout a reer soñjal e oa bet arc’hantet ar c’halvar gant ar priedoù de la Marche ha de Kersaintgilly o doa lakaet o ardamezioù koublet warnañ. François Toncques, o warlerc’hiad, en doa lakaet engravet e anv en adreñv ar bann-kroaz hag ivez ar bloavezh 1652 war ar sichenn moarvat. Ar bloavezh-se eta ne vefe ket hini savidigezh ar c’halvar a vije bet savet kentoc’h e penn-kentañ ar XVII vet kantved.

E 1967, ar c’halvar-se a zo bet lakaet e plas ur groaz-a-vision e koad eus 1982 hag a oa war-nes da gouezhañ en he foull. Ar groaz kentañ anavezet a oa ur c’halvar eus ar XIV vet kantved hag a oa bet douaret e zismantroù e liorzh ar presbital ha diskoachet gant ur c’hloareg e 1920.
Renevezet eo bet goude ar brezel ha kaset da Vesly (Eure) e 1947 e-lec’h ma oa deuet hon c’hloareg kozh da vezañ person.

(1) Gourdadoù an aotrou’n eskob Jean-François de La Marche, eskob diwezhañ eskopti Leon, bet ganet en Erge-Vras e 1729 ha marvet en harlu e Londrez, e oa Yves de la Marche ha Marie de Kersaintgilly.
(2) Toucques pe Doucques a gaver a-wechoù.